NEVEZINTIOÙ

FILMOU CHAKOD 2018 > CHAKOD NOZ #2 – 28.04.2018

CHAKOD NOZ #2

affiche chakod noz_2018_web

Klevet ho peus komz eus ar genstrivadeg filmoù chakod e brezhoneg? Marteze ho peus kemeret perzh? Pe mignoned deoc’h? Setu bremañ erruet poent gwelout ar pezh ‘zo bet graet gant an dud. Filmoù karantez? Filmoù faltazi? Filmoù droch?

Pedet oc’h holl da zont d’ar Sadorn 28 a viz Ebrel e MJC Douarnenez. Kinniget e vo deoc’h pad an nozvezh sellout ouzh ar filmoù bet dibabet! Peseurt filmoù n’eus plijet deoc’h ar muiañ? C’hoant ho peus lar o soñj? Tu vo deoc’h votiñ evit ar film gwellañ. Piv oar? Marteze vo ziskoachet sevenourien an dazont…

Deuit gwisket chik ha cheuc’h, evit gallout kerzhout war an tapiz ruz giz tud brudet ar vro!

Ha ma peus sec’hed, ha ma peus naon? Rit ket biloù, bez e vo un davarn gant bier mat, chug frouezh ha boued lipous !

Plijadur ‘vo en nozvezh!
Pennoù Sardin Akademi a c’hoario pezhioù deoc’h.
Filmoù dreist a vo tu gwelet
ha sonerezh afeson vo tu selaou !

Mennet oc’h neuze?

Gortoz a reomp ac’hanoc’h evit nozvezh Chakod ‘noz!

Emgav d’ar Sadorn 28 a viz Ebrel e MJC Douarnenez da 6e noz!

Priz dieub!

Kontakt: emglev.bro.dz@gmail.com

affiche chakod noz_2018_web


AR KENSKRIVADEG 2018

Filmou chakod 2018

 


Setu evit an eil bloavezh da heul ar genstrivadeg filmoù chakod!
Plijout a ra deoc’h ar sinema ? Setu un digarez brav evit krogiñ ganti ! Sevenour ? Frammer ? Aktour pe senarier ? Deoc’h da vont!

​Film Chakod : 5 munut maks + un hezoug + un nebeut faltazi+ ur strollad bihan + heuliañ an tem : « HAROZ DIC’HORTOZ »

Ha ‘vit echuiñ, ur skignadenn e Douarnenez evit dibab asambles get pesseurt film e zaio ar  Sardinenn Aour!!! Priz brudetañ ar filmoù chakod e Breizh.

CHAKOD NOZ : D’ar Sadorn 28 a viz Ebrel e MJC Douarnenez

Kasit ho filmoù a raok an 01/04/2018 !

Ha treuskasit ar galv-mañ tro-dro deoc’h ma fell deoc’h.​ Kalon deoc’h holl!​​



Reportaj Chakod Noz 2017
Mersi bras da Maelan Joubin, Kenan an Habask ha Gaetan Calvar

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée.

*