NEVEZINTIOÙ

Lenn-egezh vrezhonek e Douarnenez #1

Muioc’h a levrioù brezhonek er vediaoueg !

Abaoe bloaz e labour Emglev Bro Douarnenez gant Mediaoueg Douarnenez evit klask diorren an dastummad dielloù brezhoneg er vediaoueg.
Meur a dra zo bet lañset :
– amprestiñ levrioù digant levraoueg Penn-ar-Bed : ur 100 levr bennak zo bet prestet d’ar vediaoueg, evit ar re vras kenkoulz hag ar re vihan. Ul lodenn vat anezho zo bet lakaet war an estajerennoù e fin miz Even. Ar re all zo bet lakaet e katalog ar vediaoueg hepken met gallout a reer amprestiñ anezho memestra.
– prenañ levrioù nevez : un nebeud levrioù dave zo bet urzhiet e miz Gwengolo, dizale en em gavfont war ar stalennoù :

  • Francis Favereau, Anthologie de la littérature de langue bretonne au XXe siècle, tome II D’une guerre à l’autre : Breiz Atao et les autres en littérature, 1919-1944
  • Francis Favereau, Anthologie de la littérature de langue bretonne au XXe siècle, tome III, De 1945 à 1968
  • Oulpan 3
  • Yezhadur ! Yann Gerven
  •  Jules Gros – Le Trésor du breton parlé Tome 1. Le langage figuré

Al levrioù brezhonek ne vezont ket amprestet kalz. 2016-2017 vo ur bloavezh taol-easae evit gwelet ha dedennet eo ar pennoù-sardin gant al levrioù brezhonek (hag amprestiñ a reont levrioù brezhonek kea ?) ha peseurt doare levrioù ? Levrioù Levraoueg Penn-ar-Bed vo ar sandilhon amprouiñ evit muzuliañ kement-se.

– pinvidikaat an dastumad DVDoù brezhonek : ur c’henlabour zo etre Emglev hag ar vediaoueg evit gwelet penaos mont hebioù d’ar skoilhoù zo evit gellet prenañ DVDoù brezhonek. Spi hon eus e c’hello ar vediaoueg prenañ 3 pe 4 DVD brezhonek bep bloaz, dreist-holl reoù evit ar vugale.

Evit klask al levrioù brezhonek war gatalog ar vediaoueg, mont war : catalogue > recherche guidée, skrivañ « breton » evit ar rummad « genre », 144 diell a zeuio war-wel. N’emañ ket aze holl levrioù brezhonek ar vediaoueg met ul lodenn vat ‘vez kavet aze memestra.
Kontañ a reomp warnoc’h evit diskouez d’ar vediaoueg oc’h dedennet gant al levrioù ha DVDoù brezhonek.


Levrioù « bam d’ar galon »

Emglev Bro Douarnenez a roio keloù deoc’h diwar-benn e genlabour gant ar vedioueg, div pe deir gwech bep bloaz. Goût a reomp e lennomp alies levrioù peogwir hon eus lennet pennadoù diwar o fenn pe peogwir zo bet lâret deomp gant mignoned int dispar. Laouen e vefemp da skignañ pennadoù bihan diwar-benn levrioù brezhonek bet lennet ganeoc’h hag o deus plijet deoc’h kalz. Na chomit ket da dermal : goude bezañ lennet ul levr brav, krogit e-barzh ho pluenn ha kasit deomp ho ali (un destennig berr zo mat ivez !).


Lenn, Lire en breton

Ul lec’hienn divyezhek nevez gouestlet d’al levrioù e brezhoneg eo lenn.electre.com. Ganet eo bet ‘n eus ket pell zo diwar intrudu Lenn ha Levrioù e Breizh, Ofis ar brezhoneg hag Electre (ur benveg kelaouiñ evit michereien al levrioù gant un diaz titouroù war al levrioù embannet). Kinniget e oa bet al lec’hienn e-kerzh Gouel al Levrioù e Karaez e fin miz Here.
Petra ‘vez kavet enni eta ? Al levrioù embannet e brezhoneg gant un diverradenn (e galleg hepken evit poent) ha titouroù all (embanner, deiziad embannadur, priz h.a…). Ul lec’h plijus ken ken da weladenniñ    http://www.lenn.electre.com/fr

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée.

*