Distroet eo ho festival diskar-amzer muiañ-karet !
Votre festival automnal préféré est de retour !
EDITO
Ar bloaz-mañ e vez lidet he 30 vloaz gant Emglev Bro Douarnenez ! 30 vloaz, soñjit ’ta !
Krouet e 1996 evit bodañ kevredigezhioù sevenadur Breizh ar vro en deus hor bagad kaset ur sapre labour abaoe evit ma c’hallfe an holl Zouarneneziz·ezed (ad)perc’hennañ o yezhoù, o glad hag o sevenadur hag atav gant plijadur ! Ur beaj kaer en deus kaset ac’hanomp da bep korn ar vro evit dañsal, kanañ, c’hoarzhin ha prederiañ.
Evit lidañ hon deiz-ha-bloaz e pedomp ac’hanoc’h da zont ganimp adarre da grouiñ eñvorennoù nevez ! Fardet hon eus ur programm ma kavit sur peadra da zeskiñ ha kaout joa. Ha peogwir eo brav kaout mignoned nevez hag eo leun a destenioù kengred istor Douarnenez hon eus pedet Bro Euskadi d’ober un tamm dro en hon bro !
Plijadur a vo, sur ! Met ne vefe ket hep an holl re o deus kemeret perzh adalek penn-kentañ an avañtur, ar re a sikour c’hoazh hag ar re a raio warc’hoazh. Trugarez vras deoc’h ! Ha m’ho peus c’hoant, c’hwi ivez, reiñ ur dorn, ur gwenneg pe emezelañ e vimp kontant-bras en em gavout ganeoc’h.
Setu degouezhet an Dispar-amzer ! Hag a-berzh skipailh Emglev e hetomp deoc’h kalze a blijadur !
Thomas Moysan-Simon ha Bleuenn Raynaudon-Kerzhero,
kenbrezidanted Emglev Bro Douarnenez
Cette année, nous fêterons les 30 ans d’Emglev Bro Douarnenez ! 30 ans !
Créé en 1996 pour rassembler les associations culturelles bretonnes du pays de Douarnenez, notre équipage a travaillé sans relâche pour que chacune et chacun puisse s’approprier ou se réapproprier ses langues, son patrimoine et sa culture. Un beau voyage qui nous a menés dans tous les coins de notre pays pour danser, rire, apprendre et chanter.
Pour fêter notre anniversaire, nous vous invitons à créer ensemble de nouveaux souvenirs ! Nous vous avons concocté un programme où, sûr, vous trouverez matière à cogiter et vous émerveiller. Et parce qu’il est toujours beau de faire de nouvelles rencontres et que l’histoire de Douarnenez est pleine de témoignages de solidarité, nous avons invité les ami·es du Pays Basque à faire un petit tour par ici !
Du goût il y aura ! Et ça, c’est grâce à toutes celles et ceux qui ont lancé cette aventure, qui nous aident encore à la mener et qui nous y aideront demain. Un grand merci à vous ! Et si vous aussi, vous souhaitez donner un coup de main, un sou ou vous inscrire, nous serons heureux de vous accueillir.
Voilà qu’arrive Dispar Amzer ! Et de la part de l’équipe d’Emglev, nous vous en souhaitons le meilleur !
Thomas Moysan-Simon et Bleuenn Raynaudon-Kerzerho,
co-président.e.s d’Emglev Bro Douarnenez
