ACTUS

FILMOÙ-CHAKOD 2024

KINO E BREZHONEG E DOUARNENEZ - 02-03/03/2024

Tem ar filmoù : Treuzkas

Thème des films: Transmettre

[Bzg] Da geñver ar genstrivadeg Filmoù-Chakod (filmoù berr e brezhoneg, filmet gant ur pellgomzer hzeoug) e vo aozet ur C’HINO-CHAKOD e Douarnenez !
Un digarez evit bevañ
daou zevezh e soubidigezh gant mignoned, familh hag ober anaoudegezh gant brezhonegerien-all en ur spered madelezus ha plijus! Kaou Langoët ha Miguel De Brito eus Morzhol Prod a sikouro ac’hanoc’h a-hed an dibenn-sizhun evit deskiñ ar mod da sevel ur film-chakod.

Gallout a rit dont hoc’h unan pe gant ur skipailh. Lakait ho anv a-raok an 19 a viz C’hwevrer. Priz : 5€ emezelañ da Emglev bro dz + 5€ an dibenn-sizhun.

° D’ar Sadorn 2 a viz Meurzh 🎬 FILMIT ! An holl berzhidi a vo boded da 10e mintin evit prietiñ ar filmoù ha treiñ anezho e-pad an devezh.
(Kinniget e vo ur pred asambles eus noz m’ho peus choant!)

° D’ar Sul 3 a viz Meurzh : Frammet e vo ar filmoù gant un den pe zaou dre skipailh ha skignadenn e vo ar filmoù sevenet da 5eur dirak ar berzhidi hag o familh ha mignoned !

+ Un digor-kalon a vo aozet d’ar Gwener 1añ a viz Meurzh evit kaozeal, prietiñ pe ijinañ ar filmoù ha sevel skipailhoù ( ma n’ho peus ket kavet c’hoazh!) evit ar re a fell dezho.

> M’ho peus ezhomm eus ul lec’h-kousket, setu amañ lec’hienn internet gwelead ar Plomarc’h: https://douarnenez-tourisme.com/offres/gite-municipal-des-plomarch-douarnenez-fr-2675638/

Lec’h : Burevioù Emglev Bro Douarnenez, 13 straed Mikael An Nobletz – Douarnenez.

EVIT KEMER PERZH :
Kit en darempred gant Mar evit lakaat ho anv pe kaout titouroù ouzhpenn : 06 51 55 18 39 pe emglev.bro.dz@gmail.com

Skoazh-ouzh-skoazh gant Daoulagad Breizh

[Fr] Dans le cadre du concours Filmoù-chakod, concours de films courts (3min), en breton, tournés avec du matériel qui tient dans la poche (chakod), nous organisons un KINO-CHAKOD à Douarnenez !

Deux jours pour réaliser et monter ensemble vos films-chakod qui seront projetés le dimanche à 17h puis envoyés au concours régional. Kaou Langoët et Miguel De Brito de Morzhol Prod vous aideront tout au long du weekend pour la réalisation. Un weekend sous le signe de la convivialité et de l’entraide, pour apprendre grâce à des professionnels, faire ensemble et vivre de chouettes moments en breton.

Venez seul.e, en famille ou en équipe, inscription avant le 19 février. Prix : 5€ d’adhésion à Emglev Bro Douarnenez et 5€ de participation au weekend.

° Samedi 02 mars : Réalisez ! Tout le monde se retrouve à 10h pour préparer les tournages et filmer toute la journée.

° Dimanche 03 mars : Montage des films par une ou deux personnes par équipe puis projection publique des chefs-d’oeuvre dans les locaux d’Emglev Bro Douarnenez à 17h autour d’un verre !

+ Un apéro en breton sera organisé le vendredi 1er mars pour ceux qui le souhaitent pour se mettre dans l’ambiance et commencer à préparer les films !

Lieu d’accueil du KINO : locaux d’Emglev Bro Douarnenez, 13 rue Michel Le Nobletz.

INSCRIPTIONS : Pour vous inscrire, contactez Mar au 06 51 55 18 39 ou emglev.bro.dz@gmail.com

En partenariat avec Daoulagad Breizh