EUSKAREG – BREZHONEG : SELLOÙ KROAZET
E pe stad emañ an euskareg hiziv ? Peseurt emdroadurioù zo bet en degadoù tremenet ha dreist-holl peseurt skodoù a zo evit ar bloavezhioù da zont ? E peseurt mod e c’hall Bro-Euskadi ha Breizh degas awen an eil d’eben ? Evit komz eus stad an traoù hiziv evit an euskareg hag ober anv eus skiantoù-prenet a bep seurt eo bet pedet Plazara gant Emglev, ur c’henstroll nevez savet ijinus hag a bleg gant danvezioù a bep seurt hag a labour evit reiñ ur plas bras d’an euskareg er vuhez pemdeziek. Ur brezegenn lañsus e vo gant eskemmoù da heul.
SONADEG
gant Xabi ETCHEVERRY ha Jokin IRUNGARAY
eus Bilaka Kolektiboa
A-boan diskennet eus an tren ec’h en em gavo Xabi ha Jokin e Ti Flap evit tremen ur prantad-sonerezh klet ha plijus. Izili eus ar strollad Bilaka e lakaint ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant ar sonerezh hengounel euskarad a ro awen dezho.
LANGUE BRETONNE, LANGUE BASQUE: REGARDS CROISÉS
Quel est l’état de la langue basque aujourd’hui ? Quelles évolutions ces dernière décennies et surtout quels enjeux pour les années qui viennent ? En quoi le Pays Basque peut inspirer la Bretagne et inversement ? Pour parler de la situation du basque aujourd’hui et croiser les expériences, Emglev invite Plazara, un jeune collectif pluridisciplinaire et créatif qui œuvre à rendre l’euskara plus présent dans le quotidien des habitants du territoire. Une conférence dynamique et interactive.
CONCERT
avec Xabi ETCHEVERRY Jokin IRUNGARAY
du Bilaka Kolektiboa
À peine descendus du train, Xabi et Jokin déposeront leurs valises à Pouldergat pour un concert intimiste et chaleureux. Ils nous donneront un aperçu de leur talent et de la musique qu’ils puisent dans la tradition basque pour l’amener sur les chemins de la création contemporaine. Un avant-goût du bal qui sera donné à Douarnenez samedi 14 novembre!
Plazara
Xabi ETCHEVERRY & Jokin IRUNGARAY
TITOUROÙ PLEUSTREK INFOS PRATIQUES
Ti Flap – Pouldregad Pouldergat
17:30
Priz diouzh c’hoant Prix libre
Skoaz-ouzh-skoaz gant En partenariat avec Ti Flap.
