ACTUS

ABADENNOU AR SKOLIOU – Spectacles scolaires – 20/10/23 – Douarnenez & Pontekroaz

Evènement jeune public
Séances scolaires

ABADENNOU AR SKOLIOU

Spectacles scolaires

Gwener 20 a viz Here Vendredi 20 octobre

Skoaz-ouzh-skoaz gant En partenariat avec Emglev Ar C’hab

Gant Avec Kat & Fred

KAT&FRED

Un droiad er skolioù mamm Douarnenez ha Pontekroaz

Une tournée dans les écoles maternelles de Douarnenez et Pont-Croix

Kat & Fred a zispenn roudoù loened a bep seurt dre ganaouennoù da zañsal pe da selaou, rimostelloù pe luskerellezioù roet e peder yezh. A-wechoù, eus ur yezh d’un all, e hañvalont respont an eil d’eben ! Atav e roont skeudenn ur bedig boemus evit ar vugale.

Sed aze al liv spered a zo gant Kat & Fred evit kas ar vugale ganto, a glotennoù da genganoù, a drouzadelloù da c’hoarioù-ger, betek ur bed m’eo al loened par da roueed, ur bed ma vez luskellet ar vuhez pemdez gant an Natur. marteze !

Kat & Fred partent sur les traces d’animaux divers et variés au fil de chansons à danser ou à écouter, de comptines ou berceuses en quatre langues. Parfois elles semblent se répondre d’une langue à l’autre ! Toujours elles reflètent un petit monde qui enchante une vie d’enfant.

C’est dans cet esprit, de rimes en assonances, d’onomatopées en jeux de mots, de ritournelles en chansons que Kat & Fred emmènent les enfants dans un monde où les animaux sont rois et où la nature berce la vie quotidienne.  et du rire assuré. 

TALIESIN
Gant Avec Louis-Jacques Suignard

TALIESIN

Kontadenn ha sonerezh, tennet deus mojenn Taliesin
E Pontkroaz, evit klasoù kentan derez ar vro.

Conte musical basé sur la véritable légende de Taliesin.

A Pont-Croix, pour les écoles primaires bilingues du pays de Douarnenez, Cap-Sizun et Haut-Bigouden.

Sed aze un istor hag a c’hellje bezañ bet ur goantig a istor barzhel-kenañ. N’eo ket ! Hag an arvesterien ha teurel huuu ! Hooo ! C’hac’hac’ha ! Eeec’h ! Ha setu-int berr o alan, o tivouedañ o fenn, o vont war an troioù fuzik, o vont a-lammoù ken hir ha gantvedoù a-hed trepasioù an amzer, o tizoleiñ lazhadegoù skrijus ha treuzfurmadurioù burzhudus !
Kregiñ a ra an traoù e-harz koshañ boud bev a zo e Breizh, dervenn Troñjoli.
Pe oad eo ar wezenn-se ? Lâret e vez ez eo ken kozh ha 1500 bloaz, ganet en amzer ar roue Arzhur hag an achanterez Keridwenn, ha gouzout a ouife dre benaos e oa deuet ar paotrig Gwion da vezañ Taliesin, unan eus brasañ achantourien ar bed…
*Kontadenn ha sonerezh dizaliet diouzh ho mamm-gozh gwan he c’halon ! Sklaer a-walc’h omp ?

Cette histoire aurait pu être une jolie histoire pleine de poésie. Mais non, les spectateurs poussent des ho ! Des ha ! Des hahaha ! Des beurk ! Retiennent leur souffle, se creusent les méninges, usent de magie, font des bonds de plusieurs siècles dans les couloirs du temps, assistent à des massacres épouvantables et à des métamorphoses magiques!
Tout commence au pied du plus vieil être vivant de Bretagne, le chêne de Tronjoly.
Quel âge a donc cet arbre ? On dit qu’il a 1500 ans et qu’il est né à l’époque du Roi Arthur, de la magicienne Keridwenn et qu’il sait comment le petit garçon Guyon bihan est devenu Taliesin, l’un des plus grands magiciens du monde…
*Conte musical à déconseiller à votre grand mère cardiaque ! On vous aura prévenu !