ACTUS

DISPAR AMZER 2025

EDITO

Maxime Touzé,
prezidant président

Evel bep bloaz e tistroomp evit degas arlivioù breizhek da livioù an diskar-amzer. Evel bep bloaz e reomp hor seizh gwellañ evit kinnig ur programm a-galite ha liesseurt deoc’h. 

Diskouez ez eo bev ha bev-mat hor sevenadur hon eus da bal. Met muioc’h eget diskouez e fell deomp bezañ, traken. 

Bresk eo bed ar sevenadur, muioc’h c’hoazh ez eo hor yezhoù. Ha daoust da se e vezomp niverus o reiñ lañs, mod pe vod, da gentelioù dansoù Breizh, stummadurioù evit deskiñ brezhoneg, abadennoù evit anavezout ar vro … Teurel perzh er re ar re all eo hor merk : un neudenn a dor krenn, kant ha mil a ra kordenn. Setu ar pezh a reomp amañ e Douarnenez met e Breizh ivez, ober gant ar re all hag evit ar re all. Plijusoc’h eo. 

Evel kalzik a gevredigezhioù all he deus ezhomm Emglev Bro Douarnenez liesaat he mammennoù argant, setu e yeomp muioc’h-mui war-zu ar mesenerezh. Ma fell deoc’h reiñ ur gwenneg bennak deomp e vo deuet mat. Trugarez deoc’h en a-raok. 

A-berzh skipailh Emglev Bro Douarnenez e hetan un Dispar Amzer 2025 laouen deoc’h !

Comme chaque année nous sommes de retour pour apporter quelques nuances bretonnes aux couleurs de l’automne avec un programme divers et de qualité. 

Le monde culturel est fragile, nos langues encore plus. Malgré cela, nous sommes nombreux et nombreuses à participer, d’une manière ou d’une autre, à des cours de danses bretonnes, des formations pour apprendre le breton, des animations sur la nature … Compter les uns sur les autres est notre marque. Voilà ce que nous faisons à Douarnenez mais en Bretagne également, faire avec et pour les autres. C’est plus sympa aussi. 

Comme de nombreuses associations, Emglev Bro Douarnenez a besoin de diversifier ses ressources financières, alors si vous voulez donner un sou, cela sera le bienvenu. Mersi deoc’h par avance. 

Au nom de toute l’équipe d’Emglev Bro Douarnenez, je vous souhaite un excellent Dispar Amzer 2025 !

Douarnenez
EMGAVIOÙ BREZHONEK
Rendez-vous en breton

04/10 – Douarnenez
SINEMA
KOUMOUL, saisons 1 et 2

12/10 – Ploneour-Lanwern
KEJADENN
Balade au verger avec Per Carval

18/10 – Douarnenez
UN DEVEZH C’HWEK
Fêtons l’automne ensemble !

25/10, 08/11 – Douarnenez, Pontekroaz
TAPIS LENN
Histoires & comptines bilingues

28/10 – Douarnenez
PENN SARDIN AKADEMI
Ateliers artistiques pour les 6-12 ans

09/11 – Plogoneg
PREZEGENN
ISTOR BREIZH, par Rozenn Milin

13/11 – Plozeved
ABADENN AR SKOLIOÙ
An ti kamm (spectacle pour les écoles)

14/11 – Pontekroaz
SKIGNADENN SONADEG
Naïg ha Me / Typhaine Corre & Tangi Le Gall-Carré : sortie d’album !

15-16/11 – Douarnenez
STAJ SKRIVAÑ
Composer des textes poétiques et chantés en breton

16/11 – Douarnenez
TRO GAN
Elouan Le Sauze & Lukaz Nedeleg

21/11 – Douarnenez
BEILHADEG 
Veillée chantée

22/11 – Douarnenez
STAJOÙ
Chants, musique et danses bretonnes

22/11 – Douarnenez
FEST-NOZ

Titouroù pleustrek & enskrivadurioù | Infos pratiques & inscriptions :
Emglev Bro Douarnenez
emglev.bro.dz@gmail.com / 07 83 88 75 57
https://www.helloasso.com/associations/emglev-bro-douarnenez