ACTUS

Spectacle – AR BOUFOUN HAG AN OZHARC’H – 18/10/24 – Douarnenez

Abadenn evit ar skolioù  Spectacle scolaire

Gwener
Vendredi

18/10

Salle des fêtes, Douarnenez

AR BOUFOUN HAG AN OZHARC'H

An daou Dangi - Tangi Merien & Tangi Le Gall-Carré

Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket, ur boufoun dirollet hag un ozhac’h fur o vevañ en ur  c’hastell, o-unan-penn abalamour d’un aerouant spontus ! Setu penn kentañ an 3de abadenn savet gant an Daou Dangi, atav ken fentus ha leun a ijin !

Tangi Merien, kaner ha komedian gant Strollad Ar Vro Bagan, animatour en abadenn «Na petra ’ta ! » war Frañs 3 Breizh, ha Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ar strollad sonerezh Startijenn, a ginnig deoc’h un istor kontet ha kanet e brezhoneg evit ar vugale. An daou geneil a zo youl ganto da reiñ d’ar re yaouank an tu da zizoloeiñ bed ar c’hoariva, ar sonerezh hag ar c’han e brezhoneg.

Il y a fort longtemps vivaient dans un château, un bouffon excentrique, un vieux maître ronchon et un terrible dragon qui avait fait fuir le peuple. Voici le point de départ du troisième opus des aventures des deux Tangi, toujours aussi drôles et imaginatifs !

Tangi Merien, chanteur, comédien au sein de la troupe de théâtre Ar Vro Bagan et animateur de l’émission « Na petra ’ta ! » sur France 3 Bretagne, et Tangi Le Gall-Carré, accordéoniste du groupe Startijenn, vous proposent un spectacle conté et chanté en langue bretonne pour les enfants. Les deux compères ont pour objectif de sensibiliser les enfants au monde du théâtre, de la musique et du chant en breton.

Un abadenn kinniget evit skolioù divyezhek ar vro.

Spectacle pour les écoles bilingues du territoire.