ACTUS

STAJ SKRIVAÑ POZIOÙ NEVEZ – 11&12/11/23 – Pouldregat

Krouiñ pozioù nevez e brezhoneg
Composer des chants nouveaux en langue bretonne

Avec Rozenn Talec et Axel Landeau

Sadorn 11 ha Sul 12 a viz Du – 10:00 – 17:00
Sal Ti Flap Pouldregad – Salle Ti Flap Pouldergat
80/60€

Gant Emglev Bro Douarnenez eo bet lakaet da bal harpañ krouidigezh testennoù barzhoniel kanet e brezhoneg. Evit an trede koulzad-mañ e pedomp Rozenn Talec hag Axel Landeau. Rannañ a raint o zeknikoù aozañ gant ar stajidi ha beajiñ dre dibarelezhioù ar yezh evit sevel ur mod krouiñ dioutañ e-unan.

Dalc’het e vo ar staj e Pouldregad er sal emgav ha levraoueg nevez-flamm – Ti Flap – Mersi bras d’an ti-kêr evit e skoazell !

Digor d’an holl vrezhonegerien, d’ar re a skriv dija ha d’ar re o deus c’hoant da gregiñ e-barzh.
Daou zevezh staj + daou bred : da Sadorn ha da Sul kreizteiz (reolioù boued da zisklêriañ ma vez ezhomm).

Mirout : emglev.bro.dz@gmail.com / 07 83 88 75 57

Emglev Bro Douarnenez s’est donné pour objectif de soutenir la création de textes poétiques et chantés en langue bretonne. Pour cette troisième édition, nous invitons Rozenn Talec et Axel Landeau qui partageront avec les stagiaires leurs techniques de composition et les inviteront à explorer les particularités de la langue bretonne pour la mettre au service d’une écriture artistique originale.

Le stage aura lieu dans la toute nouvelle salle de rencontres et bibliothèque – Ti Flap – de Pouldergat. Merci à la mairie pour son soutien!

Ouvert à tous les brittophones, celles et ceux qui écrivent déjà ou qui souhaitent se lancer.
Deux journées de stage
+ deux repas : samedi et dimanche midi (Régimes spéciaux à préciser).
Réservation : emglev.bro.dz@gmail.com / 07 83 88 75 57

Axel Landeau_stajskritur© Eric Legret copie

Axel Landeau a gan ar c’hanoù hengounel a Vreizh-Uhel hag a Vreizh-Izel, bet studiet ha dastumet gantañ a-benn magañ e zoare dezhañ. Desket ‘neus gant Yann-Fañch Kemener, kemeret n’eus perzh er strollad Kreizh Breizh Akademi #7 ha kanañ a ra gant un toullad arzhourien evel Elodie Jaffré, Jean-Claude Tallec, Eric Menneteau pe Marie Verveur… En tu-all d’al leurenn e plij da Axel Landeau treuzkas ar c’han a-drugarez da gentellioù ha da stajoù ha muioc’h-mui e ya war-zu ar skrivañ kanoù e brezhoneg.

Axel Landeau, est chanteur des répertoires traditionnels de Haute et Basse Bretagne, dont il a étudié et collecté la langue pour nourrir sa propre pratique. Après s’être formé auprès de Yann-Fañch Kemener, il a pris part à la 7ème Kreiz Breizh Akademi et chante avec de nombreux artistes comme Élodie Jaffré, Jean-Claude Talec, Eric Menneteau ou Marie Verveur. Au-delà de la scène, il aime transmettre sa pratique à travers de nombreux cours et stages et se tourne de plus en plus vers la composition en langue bretonne.

photo solo8

Rozenn Talec zo ganet e bed ar c’han hengounel ha kenderc’hel a ra da ergerzhout ha d’ober berzh e bed ar c’han-ha-diskan, gant he zad Jean-Claude Talec paneveken, ha gant he c’homper Yannick Noguet o tiskanañ dezhi gant e voest-an-diaoul. Kemeret he deus perzh e kalzig a abadennoù a-stroll (Kreiz Breizh Akademi #3, Kerham, Chadenn, Bodenes/Hamon Quintet, Nuit d’encontre, NES) hag enrollet he deus meur a bladen, Dindan dilhad dindan en o zouez hag a oa bet priziet gant Frañs 3 er rummad kan e brezhoneg.

Rozenn Talec est issue de la tradition chantée bretonne et continue d’explorer avec brio le chant à répondre, le kan-ha-diskan, notamment avec son père, Jean-Claude Talec et avec son binôme accordéoniste Yannick Noguet. Elle s’illustre également dans le cadre de créations scéniques (Kreiz Breizh Akademi #3, Kerham, Chadenn, Bodenes/Hamon Quintet, Nuit d’encontre, NES) et elle a plusieurs albums à son actif dont Dindan dilhad dindan qui a obtenu les Prizioù de France 3 Bretagne dans la catégorie meilleur album chanté en breton.