ACTUS

TRO GAN – Elouan Le Sauze & Lukaz Nedeleg – 16/11/25 – Douarnenez

TRO GAN

Tour de chant : Lukaz Nedeleg & Elouan Le Sauze

Da heul ar staj skrivañ dalc’het d’ar 15 ha 16 a viz Du e kemero un tamm amzer Lukaz ha Elouan da reiñ d’an arvesterien un tañva eus kanaouennoù pe testennoù bet kompozet ganto pe c’hoazh eus reoù all bet mammenn o awen.


Ur prantad don e-kreizik o bed sonerien hag e-kreiz danvez arzel Breizh. Ar stajidi ivez a c’hello, ma teu c’hoant ganto, rannañ krouidigezhioù ha testennoù gant an arvesterien.

 

Soner ha kaner eo Elouan Le Sauze, lakaat a ra ar brezhoneg da bourmen eus ar c’han-ha-diskan d’ar c’han a capella kenkoulz betek ar sonerezhioù a-vremañ gant Ivarh.
Konter, barzh ha komedian eo Lukaz Nedeleg.
E-barzh e sac’h e vo kavet istorioù tennet eus ar glad dre-gomz mesket gant ur skritur barzhel tost ouzh ar slam. 

A l’issue du stage d’écriture des 15 et 16 novembre, Lukaz Nedeleg et Elouan Le Sauze sont invités à partager avec le public des chants ou textes qu’ils ont composés ou qui les ont inspirés.

Un moment intimiste au cœur de leur univers musical et de la matière artistique bretonne. Les stagiaires qui le souhaitent pourront aussi partager des créations ou des textes avec le public.

 

Elouan Le Sauze, sonneur et chanteur, promène la langue bretonne du kan-ha-diskan au chant a-capella aussi bien que dans les musiques actuelles avec Ivarh.
Lukaz Nedeleg est conteur, poète et comédien.
Son répertoire mêle des récits issus du patrimoine oral et une écriture poétique proche du slam. 

Titouroù pleustrek Infos pratiques :

Sul dimanche 16/11
18:00
Priz diouzh c’hoant Prix libre
Bistro La Cale, Douarnenez

Titouroù Informations :
emglev.bro.dz@gmail.com  
07 83 88 75 57